Matthew 26:59-62

Breton(i) 59 Neuze, ar veleien vras, [an henaourien,] hag an holl sanedrin a glaske ur falstesteni bennak a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv. 60 Hogen ne gavent ket, petra bennak ma teuas meur a fals-test. En diwezh, e teuas daou fals-test, hag a lavaras: 61 Hemañ en deus lavaret: Me a c'hell diskar templ Doue, hag en adsevel e tri devezh. 62 Ar beleg-meur a savas hag a lavaras dezhañ: Ha ne respontez netra? Petra a dest an dud-se en da enep?