Matthew 19:4-6

Breton(i) 4 Eñ a respontas: Ha n'hoc'h eus ket lennet penaos ar C'houer, er penn-kentañ, a reas gwaz ha plac'h, 5 ha penaos en deus lavaret: Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm, hag en em unano d'e wreg, hag e vint ur c'hig hepken? 6 Evel-se, ne dint mui daou, met ur c'hig hepken. Arabat eo d'an den disrannañ ar pezh a zo bet unanet gant Doue.