Matthew 19:24-26

Breton(i) 24 En lavarout a ran deoc'h c'hoazh, aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue. 25 An diskibien o vezañ klevet-se, a voe souezhet bras, hag a lavaras: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet? 26 Jezuz o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo-se d'an dud, met pep tra a zo posupl da Zoue.