Breton(i)
44 Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh un teñzor kuzhet en ur park. Pa gav un den anezhañ, en kuzh; hag en e laouenañ, ez a da werzhañ kement en deus, hag e pren ar park-se.
45 Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh ur marc'hadour a glask perlez kaer.
46 Kavet en deus ur berlezenn brizius-meurbet; mont a reas da werzhañ kement en devoa, hag en deus he frenet.
47 Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh ur roued taolet er mor, hag a zastum pesked a bep seurt.