Matthew 13:11-15

Breton(i) 11 Jezuz a respontas dezho: Dre ma'z eo roet deoc'h-hu da anavezout traoù kuzhet rouantelezh an neñvoù, ha ma n'eo ket roet kement-se dezho. 12 Rak roet e vo d'an neb en deus, hag en devo a-fonn; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus. 13 Rak-se e komzan dezho dre barabolennoù, abalamour o welout ne welont ket, hag o klevout ne glevont ha ne gomprenont ket. 14 Evito eo peurc'hraet an diougan-mañ lavaret gant Izaia: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn, ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad, ha ne welot ket. 15 Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik; pounnerglevet o deus o divskouarn, ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, ha na yac'hafen anezho.