Breton(i)
38 Neuze ur re bennak eus ar skribed hag eus ar farizianed a gemeras ar gomz hag a lavaras: Mestr, ni hor befe c'hoant da welout ur mirakl graet ganit.
39 Eñ a respontas dezho: Ur rummad fall hag avoultr a c'houlenn ur mirakl; ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet hini ar profed Jona.
40 Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.