Matthew 12:16-19

Breton(i) 16 Gourc'hemenn a rae start dezho na zisklêrjent ket anezhañ, 17 evit ma vefe peurc'hraet a pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: 18 Setu va servijer am eus dibabet, va c'haret-mat, ennañ va ene en deus kemeret plijadur; lakaat a rin va Spered warnañ, hag ec'h embanno ar reizhder d'ar broadoù; 19 ne rioto ket, ne grio ket, ha den ne glevo e vouezh er straedoù;