Breton(i)
53 P'o devoe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared, hag e touarjont eno.
54 Pa oant aet er-maez ar vag, re al lec'h-se en anavezas raktal,
55 hag e redjont en holl vro tro-war-dro, hag en em lakajont da zougen war gweleoù bihan ar re a oa klañv, e kement lec'h ma klevent lavarout e oa.
56 E pelec'h bennak ma'z ae, er bourc'hioù, pe er c'hêrioù, pe war ar maez, e lakaent an dud klañv war al leurgêrioù hag e pedent anezhañ d'o lezel da stekiñ, da vihanañ, ouzh bord e sae; hag an holl re a stoke outañ, a oa yac'haet.