Mark 6:38-44

Breton(i) 38 Hag e lavaras dezho: Pet bara hoc'h eus? It, ha sellit. P'o devoe gwelet, e lavarjont: Pemp ha daou besk. 39 Neuze e c'hourc'hemennas dezho ober d'an holl azezañ, a vandennoù, war ar geot glas. 40 Hag ec'h azezjont a renkoù, dre gantadoù ha dre hanter-kantadoù. 41 Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e rentas grasoù, e torras ar baraoù, hag e roas anezho d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl; lodennañ a reas ivez an daou besk kenetrezo holl. 42 Debriñ a rejont holl hag o devoa a-walc'h. 43 Hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an nemorantoù bara hag eus ar pesked. 44 Ar re o devoa debret eus ar baraoù-se a oa war-dro pemp mil den.