Mark 6:31-33

Breton(i) 31 Eñ a lavaras dezho: Deuit a-du, en ul lec'h distro, ha diskuizhit un nebeud; rak kement a dud a yae hag a zeue ken n'o devoe ket amzer memes da zebriñ. 32 Mont a rejont eta en ur vag, a-du en ul lec'h distro. 33 Met ar bobl a welas anezho o vont kuit, ha kalz en anavezas; hag o redek, war droad, eus an holl gêrioù, ec'h errujont a-raok dezho, [hag en em zastumjont en e gichen.]