Mark 3:1-4

Breton(i) 1 Jezuz a yeas ur wech all er sinagogenn, hag e oa eno un den en devoa un dorn disec'het. 2 Hag ec'h eveshaent outañ da welout hag eñ a yac'hafe anezhañ, deiz ar sabad, evit e damall. 3 Neuze e lavaras d'an den en devoa an dorn disec'het: En em zalc'h aze er c'hreiz. 4 Hag e lavaras dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, e deizioù ar sabad, saveteiñ un den pe e lezel da goll? Hag int a davas.