Breton(i)
15 Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl, ha prezegit an Aviel da bep krouadur.
16 An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet; met an hini na gredo ket a vo kondaonet.
17 Ha setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaoulien em anv; komz a raint yezhoù nevez;
18 kemer a raint an naered; mar evont un dra marvus bennak, ne raio ket a boan dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv, hag e vint yac'haet.
19 An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv, hag ec'h azezas a-zehou da Zoue.