Mark 14:5-8

Breton(i) 5 Rak gallet e vije bet gwerzhañ anezhi ouzhpenn tri c'hant diner, hag o reiñ d'ar beorien. Evel-se e krozmolent en he enep. 6 Met Jezuz a lavaras: Lezit anezhi; perak e rit poan dezhi? Un dra vat he deus graet em c'heñver. 7 Rak c'hwi ho po atav peorien ganeoc'h, ha bep gwech ma c'hoantaot e c'hellot ober vat dezho, met n'ho po ket atav ac'hanon.. 8 Graet he deus ar pezh a oa en he galloud; balzamet he deus dre ziaraok va c'horf evit va beziadur.