Breton
(i)
32 Neuze ez ejont en ul lec'h galvet Getsemane, ha Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma pedin.
33 Kemer a reas gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag e voe leuniet a aon hag a anken.
34 Hag e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv; chomit amañ ha beilhit.