Mark 13:21-23

Breton(i) 21 Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo amañ, pe aze, na gredit ket. 22 Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo; hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ memes ar re dibabet, ma vije gallet. 23 Bezit war evezh eta; setu, em eus lavaret holl deoc'h a-raok.