Mark 12:10-12

Breton(i) 10 Ha n'hoc'h eus ket lennet ar gomz-mañ er Skritur: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone, a zo deuet da vezañ penn ar c'horn. 11 Kement-se a zo bet graet gant an Aotrou, hag un dra marzhus eo d'hon daoulagad? 12 Neuze e klaskjont kregiñ ennañ, rak anavezout a rejont mat en devoa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho, met aon o devoa rak ar bobl; setu perak e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.