Breton(i)
27 Distreiñ a rejont c'hoazh da Jeruzalem; hag evel ma'z ae dre an templ, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien a dostaas outañ,
28 hag a lavaras dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit galloud d'ober an traoù-se?
29 Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h; respontit din hag e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
30 Badeziant Yann, ha dont a rae eus an neñv pe eus an dud? Respontit din.
31 Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ?
32 Ha mar lavaromp: Eus an dud ... Aon o devoa rak ar bobl; an holl a grede e oa Yann ur gwir brofed.
33 Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.