Breton(i)
25 Bez' e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon; an den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel, hag ar Spered-Santel a oa warnañ.
26 Disklêriet e voe dezhañ a-berzh Doue dre ar Spered-Santel, penaos ne varvje ket, a-raok m'en dije gwelet Krist an Aotrou.
27 Dont a reas en templ dre ar Spered, hag evel ma oa an tad hag ar vamm o tegas ar bugel bihan Jezuz, evit ober en e geñver hervez giz al lezenn,
28 e kemeras anezhañ etre e zivrec'h, hag e veulas Doue, o lavarout:
29 Aotrou, laosk bremañ da servijer da vont e peoc'h, hervez da c'her,
30 rak va daoulagad o deus gwelet da silvidigezh,