Breton(i)
37 Met int, spontet ha spouronet, a grede gwelout ur spered.
38 Eñ a lavaras dezho: Perak oc'h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù?
39 Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, rak me va-unan eo. Stokit ennon, ha sellit ouzhin; rak ur spered n'en deus na kig na eskern evel ma welit em eus.
40 O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid.
41 Met evel, en o levenez, ne gredent ket c'hoazh, ha ma oant souezhet, e lavaras dezho: Bez' hoc'h eus un dra bennak da zebriñ?
42 Hag e rojont dezhañ un tamm pesk rostet hag un derenn vel.
43 O vezañ o kemeret, e tebras dirazo.