Breton(i)
40 Met egile, o krozal dezhañ, a lavaras: Ne zoujez ket eta Doue, rak barnet out d'an hevelep poan?
41 Evidomp-ni, ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon torfedoù, met hemañ n'en deus graet droug ebet.
42 Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac'hanon, pa zeui ez rouantelezh.
43 Jezuz a lavaras dezhañ: Me en lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz.