Luke 21:25-28

Breton(i) 25 Bez' e vo sinoù en heol, el loar hag er stered; ha war an douar, ar bobloù a vo en nec'hamant, ha ne ouezint petra d'ober e-keñver ar mor hag e donnoù oc'h ober un trouz bras. 26 An dud a vo prest da rentañ o ene gant ar spont, o c'hortoz an traoù a dle c'hoarvezout er bed, rak galloudoù an neñvoù a vo hejet. 27 Ha neuze e vo gwelet Mab an den, o tont war ur c'hoabr, gant ur galloud hag ur gloar bras. 28 Pa en em lakaio an traoù-se da c'hoarvezout, sellit d'an nec'h, ha savit ho pennoù, rak ho tasprenadur a dosta.