Luke 1:13-17

Breton(i) 13 Met an ael a lavaras dezhañ: Zakaria, na'z pez ket aon, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elizabed a c'hano dit ur mab, hag e roi dezhañ an anv a Yann. 14 Bez' e vo evidout un abeg a joa hag a laouenidigezh, ha kalz en em laouenaio eus e c'hanedigezh. 15 Rak bras e vo dirak an Aotrou; n'evo na gwin, nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm; 16 distreiñ a raio kalz eus bugale Israel d'an Aotrou o Doue, 17 hag e valeo dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale, hag ar re disentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d'an Aotrou ur bobl tuet mat.