Breton(i)
2 Bez' e oa en ur gêr ur barner na zouje ket Doue, ha n'en devoa respet ebet evit den.
3 Bez' e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeue d'e gavout, o lavarout: Gra din reizh diouzh va enebour.
4 E-pad pell amzer ne c'hoantaas ober netra. Koulskoude e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue, ha na'm eus respet ebet evit den,
5 koulskoude, dre ma teu an intañvez-mañ da skuizhañ ac'hanon, e rin reizh dezhi, gant aon na gendalc'hfe da derriñ din va fenn.