Breton(i)
31 En deiz-se, an hini a vo war an doenn hag en devo e draoù e-barzh an ti, arabat e vo dezhañ diskenn evit o c'has gantañ; en hevelep doare, an hini a vo er parkeier, arabat e vo dezhañ mont war-dreñv.
32 Ho pet soñj eus gwreg Lot.
33 Piv bennak a glasko saveteiñ e vuhez, he c'hollo, ha piv bennak he c'hollo, he c'havo.