Luke 11:2-4

Breton(i) 2 Hag e lavaras dezho: Pa bedot, lavarit: [Hon] Tad [hag a zo en neñv], ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, [ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv,] 3 ro deomp bemdez hor bara pemdeziek, 4 pardon deomp hor pec'hedoù, rak ni a bardon ivez d'an holl re o deus manket ouzhimp, ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, [met hon diwall diouzh an droug].