John 6:35-37

Breton(i) 35 Ha Jezuz a respontas dezho: Me eo ar bara a vuhez; an hini a zeuio da'm c'havout n'en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n'en devo biken sec'hed. 36 Met e lavaret em eus deoc'h, gwelet hoc'h eus ac'hanon, ha ne gredit ket. 37 Kement a roio an Tad din a zeuio da'm c'havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio davedon.