John 18:1-2

Breton(i) 1 Goude m'en devoe Jezuz lavaret an traoù-mañ, ez eas gant e ziskibien en tu all d'ar froud Kedron, e-lec'h ma oa ul liorzh; antreal a reas enni, eñ hag e ziskibien. 2 Judaz, an hini en gwerzhe, a anaveze ivez al lec'h-se, abalamour Jezuz a oa aet alies eno gant e ziskibien.