Breton(i)
5 Ha bremañ, ro gloar din, Tad, ez kichen da-unan, eus ar gloar-se am boa tost ouzhit a-raok ma voe graet ar bed.
6 Disklêriet em eus da anv d'an dud ac'h eus roet din eus ar bed; dit e oant, hag ec'h eus o roet din, hag o deus miret da c'her.
7 Anavezet o deus bremañ penaos kement ac'h eus roet din a zeu ac'hanout.