John 16:22-24

Breton(i) 22 Evel-se, c'hwi a zo bremañ en dristidigezh; met me ho kwelo a-nevez, hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez. 23 Hag en deiz-se, c'hwi ne c'houlennot ken mann ouzhin war netra. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, penaos kement a c'houlennot digant an Tad em anv, e roio anezhañ deoc'h. 24 Betek vremañ n'hoc'h eus goulennet netra em anv; goulennit, hag ho po, evit ma vo ho levenez peurleuniet.