John 15:10-14

Breton(i) 10 Mar mirit va gourc'hemennoù, e chomot em c'harantez, evel ma em eus miret gourc'hemennoù va Zad, hag e choman en e garantez. 11 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ, evit ma chomo va levenez ennoc'h, ha ma vo ho levenez peurleuniet. 12 Va gourc'hemenn eo, ma en em garot an eil egile, evel ma em eus ho karet. 13 Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned. 14 C'hwi a vo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h.