John 13:18-21

Breton(i) 18 Ne gomzan ket ac'hanoc'h holl; gouzout a ran ar re am eus choazet. Met ret eo d'ar Skritur bezañ peurc'hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep. 19 Me en lavar deoc'h adalek bremañ, a-raok ma'c'h erruo an dra, abalamour, pa vo erruet, e kredot ar pezh emaon. 20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: an hini a zegemer an hini am bo kaset, a zegemer ac'hanon; hag an hini a zegemer ac'hanon, a zegemer an hini en deus va c'haset. 21 P'en devoe Jezuz lavaret kement-se, e voe poaniet en e spered, hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, unan ac'hanoc'h am gwerzho.