Breton(i)
32 Ha Jezuz a lavaras dezho: Graet em eus dirazoc'h kalz a oberoù mat, a-berzh va Zad; evit pehini anezho e veinatait ac'hanon?
33 Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N'eo ket evit un ober mat e veinataomp ac'hanout, met abalamour d'ur gwallgomz, dre ma n'out nemet un den hag en em rez Doue.
34 Jezuz a respontas dezho: N'eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C'hwi a zo doueed?
35 Mar he deus eta galvet doueed ar re ma oa ger Doue kaset dezho (hag ar Skritur ne c'hell ket bezañ torret),
36 lavarout a rit-hu e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?
37 Ma ne ran ket oberoù va Zad, na gredit ket ac'hanon.
38 Met mar o gran, ha pa ne gredfec'h ket ac'hanon, kredit da'm oberoù, evit ma'c'h anavezot ha ma kredot an Tad a zo ennon, hag ez on ennañ.