Romans 5 Cross References - Breton

Luke 2:14

14 Gloar da Zoue el lec'hioù uhel-meurbet, ha peoc'h war an douar e-touez an dud karet gantañ!

Luke 10:5-6

5 E peseurt ti bennak ma'z eot, lavarit da gentañ: Ra vo ar peoc'h war an ti-mañ! 6 Mar bez eno ur bugel a beoc'h, ho peoc'h a chomo warnañ; mar n'eus ket, e tistroio deoc'h.

Luke 19:38

38 Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc'h en neñv, ha gloar el lec'hioù uhel meurbet!

Luke 19:42

42 O! Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc'h! Met bremañ, kuzhet int da'z taoulagad.

John 3:16-18

16 Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus. 17 Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ. 18 An hini a gred ennañ n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet e anv Mab nemetañ Doue.

John 5:24

24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va c'homz, hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus, ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez.

John 14:27

27 Lezel a ran ganeoc'h ar peoc'h; reiñ a ran deoc'h va feoc'h; ne roan ket anezhi deoc'h evel ma ro ar bed. Na vezet ket ho kalon nec'het, na spontet.

John 16:33

33 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit m'ho po ar peoc'h ennon; c'hwi ho po trubuilhoù er bed, met bezit kalonek, me am eus trec'het ar bed.

John 20:31

31 Hag an traoù-mañ a zo bet skrivet, evit ma kredot ez eo Jezuz eo ar C'hrist, Mab Doue, hag evit, o krediñ, m'ho po ar vuhez dre e anv.

Matthew 25:21

21 E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha leal; dre ma'z out bet leal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz; kae e-barzh levenez da aotrou.

John 10:7

7 Jezuz eta a lavaras dezho c'hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, me eo dor an deñved.

John 10:9

9 Me eo an nor; mar deu unan bennak e-barzh drezon, e vo salvet; dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.

John 14:6

6 Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez; den ne zeu d'an Tad, nemet drezon.

Matthew 5:10-12

10 Eürus ar re a zo gwallgaset abalamour d'ar reizhder, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! 11 Eürus e viot, pa zeuio an dud d'ho tismegañsiñ, d'ho kwallgas, ha da lavarout dre c'haou pep seurt droug a-enep deoc'h abalamour din. 12 En em laouenait, ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded hag a zo bet araozoc'h.

Luke 6:22-23

22 Eürus e viot, pa gasaio an dud ac'hanoc'h, pa gasint kuit ac'hanoc'h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc'h ha pa daolint hoc'h anv evel fall, abalamour de Vab an den! 23 En em laouenait en amzer-se, ha tridit gant ar joa, rak ho kopr a vo bras en neñv, rak evel-se o deus graet o zadoù d'ar brofeded.

Luke 21:19

19 Derc'hel a reot hoc'h eneoù dre ho kouzañvusted sioul.

Matthew 22:36-37

36 Mestr, pehini eo ar brasañ gourc'hemenn eus al lezenn? 37 Jezuz a respontas dezhañ: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, hag eus da holl soñj.

John 15:13

13 Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.

John 3:16

16 Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus.

John 5:26

26 Rak, evel m'en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d'ar Mab ar galloud da gaout ar vuhez ennañ e-unan,

John 6:40

40 Houmañ eo bolontez an hini en deus va c'haset, penaos piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ, en devo ar vuhez peurbadus; ha me en adsavo a varv en deiz diwezhañ.

John 6:57

57 Evel m'en deus an Tad, hag a zo bev, kaset ac'hanon, ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac'hanon a vevo drezon.

John 10:28-29

28 Me a ro dezho ar vuhez peurbadus; ne vint kollet biken, ha den n'o lamo eus va dorn. 29 Va Zad en deus o roet din, ha brasoc'h eo eget an holl; den ne c'hell o lemel eus dorn va Zad.

John 11:25-26

25 Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez; an hini a gred ennon a vevo, memes ha pa vefe marv. 26 Ha piv bennak a vev hag a gred ennon, ne varvo biken. Ha krediñ a rez kement-se?

John 14:19

19 C'hoazh un nebeut amzer, hag ar bed ne'm gwelo ken, met c'hwi am gwelo, abalamour ma vevan, ha ma vevot ivez.

Luke 1:46

46 Neuze Mari a lavaras: Va ene a veul an Aotrou,

John 1:12

12 Met d'an holl re o deus e zegemeret, en deus roet an droed da vezañ graet bugale da Zoue, da c'houzout eo, d'an holl re a gred en e anv,

John 6:50-58

50 Amañ eo ar bara a zo diskennet eus an neñv, evit na varvo ket an hini a zebro dioutañ. 51 Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv; mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken; hag ar bara a roin eo va c'hig. Reiñ a rin anezhañ evit buhez ar bed. 52 Ar Yuzevien a dabute eta etrezo, o lavarout: Penaos e c'hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ? 53 Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: Ma ne zebrit ket kig Mab an den, ha ma n'evit ket e wad, n'ho po ket ar vuhez ennoc'h hoc'h-unan. 54 An hini a zebr va c'hig hag a ev va gwad, en deus ar vuhez peurbadus; hag ec'h adsavin anezhañ a varv en deiz diwezhañ. 55 Rak va c'hig a zo e gwirionez ur boued, ha va gwad a zo e gwirionez un evaj. 56 An hini a zebr va c'horf hag a ev va gwad a chom ennon, ha me ennañ. 57 Evel m'en deus an Tad, hag a zo bev, kaset ac'hanon, ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac'hanon a vevo drezon. 58 Amañ eo ar bara a zo diskennet eus an neñv. N'eo ket evel ho tadoù; debret o deus ar mann hag int a zo marv; an hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken.

Matthew 20:28

28 Evel-se eo deuet Mab an den, neket evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.

Matthew 26:28

28 rak hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev [nevez], skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec'hedoù.

John 4:10

10 Jezuz a respontas hag a lavaras dezhi: Mar anavezjes donezon Doue, ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, te a c'houlennje da-unan digantañ, hag eñ a roje dit dour bev.

Luke 7:47-50

47 Dre-se e lavaran dit, he fec'hedoù niverus a zo bet pardonet dezhi, rak karet he deus kalz; met an neb a bardoner nebeut dezhañ, a gar nebeut. 48 Neuze e lavaras dezhi: Da bec'hedoù a zo pardonet dit. 49 Ar re a oa ouzh taol gantañ en em lakaas da lavarout enno oc'h-unan: Piv eo hemañ, hag a bardon memes ar pec'hedoù? 50 Met eñ a lavaras d'ar wreg: Da feiz he deus da saveteet; kae e peoc'h.

Matthew 25:34

34 Neuze ar Roue a lavaro d'ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c'hwi a zo benniget gant va Zad, bezit perc'henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc'h adalek krouidigezh ar bed;

John 10:10

10 Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ; met me a zo deuet evit m'o devo va deñved ar vuhez ha ma vint er fonnuster.

John 1:7

7 Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d'ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ.

John 3:26

26 Dont a rejont da gavout Yann, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan, hag ac'h eus roet testeni dezhañ, setu, eñ a vadez, hag an holl a ya d'e gavout.

John 12:32

32 Ha me, pa vin bet savet eus an douar, a denno an holl dud da'm c'havout.

Matthew 9:13

13 Met it, ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c'homzoù-mañ: Trugarez a fell din, ha neket aberzhoù, rak n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien.

Luke 7:47

47 Dre-se e lavaran dit, he fec'hedoù niverus a zo bet pardonet dezhi, rak karet he deus kalz; met an neb a bardoner nebeut dezhañ, a gar nebeut.

Luke 23:39-43

39 Unan eus an dorfedourien a oa kroazstaget a zismegañse ivez anezhañ, o lavarout: Mar dout ar C'hrist, en em savete da-unan, ha ni ivez. 40 Met egile, o krozal dezhañ, a lavaras: Ne zoujez ket eta Doue, rak barnet out d'an hevelep poan? 41 Evidomp-ni, ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon torfedoù, met hemañ n'en deus graet droug ebet. 42 Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac'hanon, pa zeui ez rouantelezh. 43 Jezuz a lavaras dezhañ: Me en lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz.

John 15:22

22 Ma ne vijen ket deuet, ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed.

John 1:16-17

16 Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras evit gras. 17 Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, an drugarez hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.

John 10:28

28 Me a ro dezho ar vuhez peurbadus; ne vint kollet biken, ha den n'o lamo eus va dorn.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.