Mark 9:39 Cross References - Breton

39 Met Jezuz a lavaras: Na zifennit ket-se; rak n'eus den a rafe mirakloù em anv, hag a c'hellfe kerkent droukkomz ac'hanon.

Matthew 7:22-23

22 Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n'hon eus ket profedet ez anv? Ha n'hon eus ket kaset kuit an diaoulien ez anv? Ha n'hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv? 23 Neuze, me a lavaro sklaer dezho: Biskoazh ne'm eus hoc'h anavezet; en em dennit diouzhin, c'hwi en em ro d'ar fallentez.

Matthew 13:28-29

28 Eñ a respontas dezho: Un enebour din en deus graet kement-se. Ar vevelien a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit ec'h afemp d'e dennañ? 29 Nann, emezañ dezho, gant aon o tennañ an dreog, na ziwriziennfec'h ivez an ed.

Mark 10:13-14

13 Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo; met an diskibien a c'hrozmole d'ar re o degase. 14 Ha Jezuz o welout-se, a yeas droug ennañ, hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont da'm c'havout, ha na zifennit ket outo; rak rouantelezh Doue a zo d'an neb a zo heñvel outo.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.