17 Pa voe aet en ti, goude bezañ kuitaet ar bobl, e ziskibien a c'houlennas outañ petra oa ar barabolenn-se.
Mark 7:17 Cross References - Breton
Matthew 13:10
10 E ziskibien a dostaas, hag a lavaras dezhañ: Perak e komzez outo dre barabolennoù?
Matthew 13:36
36 Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park.
Matthew 15:15
15 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Displeg deomp ar barabolenn-se.
Mark 4:10
10 Met, pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ, gant an daouzek, a c'houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se.
Mark 4:34
34 Ha ne gomze ket outo hep parabolenn; met a-du, e tisplege pep tra d'e ziskibien.
Mark 9:28
28 Pa voe aet Jezuz en ti, e ziskibien a c'houlennas digantañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit an diaoul-se?