Mark 14:61 Cross References - Breton

61 Met Jezuz a davas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c'hoazh outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te ar C'hrist, Mab an Hini a zo benniget?

Matthew 3:17

17 Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.

Matthew 8:29

29 Ha setu e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz, Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?

Matthew 11:3-5

3 Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all? 4 Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh a glevit hag ar pezh a welit: 5 ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'heloù mat a zo prezeget d'ar beorien.

Matthew 16:16

16 Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev.

Matthew 26:63-64

63 Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran, en anv an Doue bev, da lavarout deomp mar dout ar C'hrist, Mab Doue. 64 Jezuz a lavaras dezhañ: E lavaret ec'h eus; ouzhpenn, e lavaran deoc'h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv.

Matthew 27:12-14

12 Met pa voe tamallet gant ar veleien vras ha gant an henaourien, ne respontas netra. 13 Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ha ne glevez ket pegement a draoù a damallont dit? 14 Met eñ ne respontas ket ur ger dezhañ, en hevelep doare ma oa ar gouarnour souezhet- meurbet.

Mark 14:61-63

61 Met Jezuz a davas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c'hoazh outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te ar C'hrist, Mab an Hini a zo benniget? 62 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Bez' ez on; ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv. 63 Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, hag a lavaras: Da betra hon eus mui ezhomm a destoù?

Mark 15:2

2 Pilat a c'houlennas outañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.

Mark 15:4-5

4 Met Pilat a reas c'hoazh ar goulenn-mañ outañ, o lavarout: Ne respontez netra dezho? Gwel pegement a draoù a damallont dit. 5 Met Jezuz ne respontas ken netra, en hevelep doare ma oa Pilat souezhet.

Luke 22:67-71

67 lavarout a rejont dezhañ: Mar dout ar C'hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket, 68 ha mar goulennan ouzhoc'h ivez, ne respontot ket din, [ha ne'm lezot ket da vont]. 69 Diwar vremañ, Mab an den a vo azezet a-zehou da c'halloud Doue. 70 Neuze e lavarjont holl: Te eo eta Mab Doue? Eñ a respontas dezho: C'hwi a lavar hoc'h-unan, bez' ez on. 71 Neuze e lavarjont: Da betra hon eus c'hoazh ezhomm a desteni, pa'z eo gwir hon eus e glevet eus e c'henou?

John 1:34

34 Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.

John 1:49-51

49 Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel. 50 Jezuz a respontas dezhañ: Abalamour ma em eus lavaret dit em boa da welet dindan ar wezenn-fiez, e kredez; te a welo traoù brasoc'h eget ar re-mañ. 51 Lavarout a reas ivez dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: A-vremañ c'hwi a welo an neñv digor, hag aeled Doue o pignat hag o tiskenn a-us da Vab an den.

John 5:18-25

18 Abalamour da-se, ar Yuzevien a glaske c'hoazh muioc'h e lakaat d'ar marv, neket hepken dre ma torre ar sabad, met c'hoazh abalamour ma c'halve Doue e Dad, oc'h en em ober e-unan kevatal da Zoue. 19 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: ar Mab ne c'hell netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh e ober; rak kement a ra an Tad, ar Mab ivez en gra eveltañ. 20 Rak an Tad a gar ar Mab, hag a ziskouez dezhañ kement a ra. Ha diskouez a raio dezhañ oberoù brasoc'h eget ar re-mañ, evit ma viot sabatuet. 21 Rak, evel ma ro an Tad ar vuhez d'ar re varv, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d'ar re a fell dezhañ. 22 An Tad ne varn den, met roet en deus pep barn d'ar Mab, 23 evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab, n'enor ket an Tad en deus e gaset. 24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va c'homz, hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus, ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez. 25 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an amzer a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue; hag ar re he c'hlevo, a vevo.

John 10:24

24 ar Yuzevien en em zastumas eta en-dro dezhañ, hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc'hi hor spered en douetañs? Mar dout ar C'hrist, lavar eñ deomp freals.

John 10:30-31

30 Me hag an Tad a zo unan. 31 Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata.

John 10:36

36 lavarout a rit-hu e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?

John 18:37

37 Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Te a zo eta roue? Jezuz a respontas: E lavarout a rez; roue on, evit-se eo on bet ganet, hag evit-se eo on deuet er bed, evit reiñ testeni d'ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez, a selaou va mouezh.

John 19:7

7 Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ni hon eus ul lezenn, hag hervez hol lezenn e tle mervel, abalamour ma'z eo en em raet Mab Doue.

John 19:9

9 Distreiñ a reas eta er pretordi, hag e lavaras da Jezuz: A-belec'h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.