38 En ur gelenn anezho, e lavare ivez dezho: Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet er marc'hallac'hioù,
Mark 12:38 Cross References - Breton
Matthew 6:5
5 Pa bedit, na vezit ket evel ar bilpouzed; rak int a gar pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.
Matthew 10:17
17 Diwallit diouzh an dud, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn hag e skourjezint ac'hanoc'h en o sinagogennoù;
Matthew 23:1-7
1 Neuze Jezuz, o komz d'ar bobl ha d'e ziskibien, a lavaras:
2 Ar skribed hag ar farizianed a zo azezet war gador Moizez.
3 Grit eta ha mirit kement a lavaront deoc'h; met na rit ket hervez o oberoù. Rak e lavaront, met ne reont ket.
4 Eren a reont bec'hioù pounner ha diaes da zougen, ha o lakaont war divskoaz an dud, met ne fell ket dezho stekiñ outo gant o biz.
5 O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se eo, o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad;
6 karout a reont ar plasoù kentañ er festoù, hag ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù;
7 karout a reont bezañ saludet er marc'hallac'hoù, ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, Mestr.
Mark 4:2
2 Deskiñ a rae dezho kalz a draoù, dre barabolennoù, hag e lavare dezho en e gelennadurezh:
Luke 11:43
43 Gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma karit ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, ha bezañ saludet war al leurgêrioù.
Luke 14:7-11
7 Lavarout a reas ivez d'ar re a oa pedet ur barabolenn, o welout penaos e klaskent al lec'hioù kentañ; hag e lavaras dezho:
8 Pa vi pedet gant unan bennak d'un eured, n'en em laka ket er c'hentañ plas, gant aon en em gavfe e-touez ar re bedet un den enorusoc'h egedout,
9 hag e teufe an hini en deus ho pedet, te hag eñ, ha ne lavarfe dit: Ro al lec'h da hemañ, hag ez afes neuze gant mezh er plas diwezhañ.
10 Met pa vi pedet, kae d'en em lakaat er plas diwezhañ, abalamour pa zeuio an hini en devo da bedet, e lavaro dit: Va mignon, pign uheloc'h. Neuze, kement-se a roio enor dit dirak ar re a vo ouzh taol ganit.
11 Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.
Luke 20:45-47
45 Evel ma selaoue an holl bobl, e lavaras d'e ziskibien:
46 Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet er marc'hallac'hioù, hag a gar ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, hag ar plasoù kentañ er festoù;
47 int a zismantr tiez an intañvezed, hag a ra evit ar gweled pedennoù hir; bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h.