Mark 11:31 Cross References - Breton

31 Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ?

Matthew 11:7-14

7 Evel ma'z aent kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel? 8 Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer a zo e tiez ar rouaned. 9 Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed. 10 Rak eñ eo an hini ma'z eo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm, hag a ficho an hent a-raok dit. 11 Me a lavar deoc'h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus bet savet hini brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù a zo brasoc'h egetañ. 12 Adalek amzer Yann betek vremañ, rouantelezh an neñvoù a zo kemeret dre nerzh, hag ar re daer eo he c'hemer. 13 Rak an holl brofeded hag al lezenn o deus diouganet betek Yann; 14 ha mar fell deoc'h kompren, eñ eo an Elia a dlee dont.

Matthew 21:25-27

25 Badeziant Yann, a-belec'h e teue? Eus an neñv, pe eus an dud? Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ? 26 Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed. 27 Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Hag eñ a lavaras dezho d'e dro: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.

Matthew 21:31-32

31 Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall ho tiaraogo e rouantelezh Doue. 32 Rak Yann a zo deuet d'ho kavout dre hent ar reizhder, ha n'hoc'h eus ket kredet ennañ. Met ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall o deus kredet ennañ. Ha c'hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n'hoc'h eus ket bet keuz evit krediñ ennañ.

John 1:15

15 Yann a roas testeni dezhañ, pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini a lavaren diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, abalamour ma oa kentoc'h egedon.

John 1:29

29 An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout, hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam pec'hed ar bed.

John 1:34

34 Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.

John 1:36

36 hag o welout Jezuz a valee, e lavaras: Setu Oan Doue.

John 3:29-36

29 An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h; met mignon an ozhac'h a zo eno hag en selaou; leuniet eo a levenez o klevout mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini; mat-tre eo. 30 Ret eo dezhañ kreskiñ ha din bihanaat. 31 An hini a zeu eus an nec'h a zo dreist an holl; an hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag a gomz eus an douar; an hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl; 32 reiñ a ra testeni eus ar pezh en deus gwelet ha klevet; met den ne zegemer e desteni. 33 An hini a zegemer e desteni, en deus siellet penaos eo Doue gwirion. 34 Rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul. 35 An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn. 36 An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chomo warnañ.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.