Jude 1:24 Cross References - Breton

Matthew 5:12

12 En em laouenait, ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded hag a zo bet araozoc'h.

Matthew 16:27

27 Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled; ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.

Matthew 19:28

28 Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos, c'hwi hag hoc'h eus va heuliet, en eil c'hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c'hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.

Matthew 25:31

31 Pa zeuio Mab an den en e c'hloar, gant an holl aeled, ec'h azezo war dron e c'hloar.

Luke 9:26

26 Rak piv bennak en devo mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, Mab an den en devo mezh anezhañ pa zeuio en e c'hloar hag e hini an Tad hag an aelez santel.

John 10:29-30

29 Va Zad en deus o roet din, ha brasoc'h eo eget an holl; den ne c'hell o lemel eus dorn va Zad. 30 Me hag an Tad a zo unan.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.