35 Jezuz a glevas penaos o devoa e gaset kuit, hag o vezañ en em gavet gantañ, e lavaras dezhañ: Ha krediñ a rez e Mab Doue?
John 9:35 Cross References - Breton
Matthew 14:33
33 Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.
Matthew 16:16
16 Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev.
Mark 1:1
1 Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue.
John 1:18
18 Den n'en deus biskoazh gwelet Doue; ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus graet e anavezout.
John 1:34
34 Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.
John 1:49-50
John 3:15-18
15 evit [na vo ket kollet] piv bennak a gred ennañ, [met ma] en devo ar vuhez peurbadus.
16 Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus.
17 Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.
18 An hini a gred ennañ n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet e anv Mab nemetañ Doue.
John 3:36
36 An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chomo warnañ.
John 5:14
14 Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en templ, hag a lavaras dezhañ: Setu, te a zo bet yac'haet; na bec'h ken, gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc'h.
John 6:69
69 ha ni hon eus kredet, hag hon eus anavezet out [ar C'hrist,] Mab an Doue bev.
John 10:36
36 lavarout a rit-hu e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?
John 11:27
27 Hi a lavaras dezhañ: Ya, Aotrou, me a gred out ar C'hrist, Mab Doue, an hini a zlee dont er bed.
John 20:28
28 Tomaz a respontas hag a lavaras dezhañ: Va Aotrou ha va Doue!
John 20:31
31 Hag an traoù-mañ a zo bet skrivet, evit ma kredot ez eo Jezuz eo ar C'hrist, Mab Doue, hag evit, o krediñ, m'ho po ar vuhez dre e anv.