John 6:60 Cross References - Breton

60 Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet; piv a c'hell e selaou?

Matthew 11:6

6 Eürus eo an neb ne gavo ket a skouer fall ennon.

John 6:41-42

41 Ar Yuzevien a c'hrozmole eta a-enep dezhañ, abalamour ma lavare: Me eo ar bara diskennet eus an neñv. 42 Hag e lavarent: N'eo ket hemañ Jezuz, mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv?

John 6:66

66 Adalek neuze kalz eus e ziskibien en em dennas, ha n'aent ket ken gantañ.

John 8:31

31 Jezuz a lavaras eta d'ar Yuzevien o devoa kredet ennañ: Mar chomit em ger, emaoc'h e gwirionez va diskibien.

John 8:43

43 Perak ne gomprenit ket va lavar? Abalamour da-se, ne c'hellit ket selaou va c'homz.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.