John 1:17 Cross References - Breton

17 Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, an drugarez hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.

Luke 1:54-55

54 Sikouret en deus Israel e servijer, o kaout soñj eus e drugarez, 55 evel m'en devoa e lavaret d'hon tadoù, da Abraham ha d'e lignez da viken.

Luke 1:68-79

68 Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre ma'z eo deuet da welout ha da zasprenañ e bobl, 69 hag abalamour m'en deus savet deomp ur Salver Galloudek e tiegezh David e servijer, 70 evel m'en devoa lavaret dre c'henou e brofeded santel, abaoe penn-kentañ ar bed, 71 dre m'en deus hor saveteet a zaouarn hon enebourien, hag eus dorn an holl re a gasae ac'hanomp, 72 evit ober trugarez e-keñver hon tadoù, o kaout soñj eus e emglev santel, 73 eus al le en devoa graet da Abraham hon tad, 74 penaos, o vezañ hon tennet eus dorn hon enebourien, e roje deomp da servijañ anezhañ hep aon, 75 er santelezh hag er reizhder dirazañ e-pad holl deizioù hor buhez. 76 Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhelañ-Meurbet; rak te a gerzho dirak dremm an Aotrou, evit kempenn e hentoù, 77 evit reiñ anaoudegezh ar silvidigezh d'e bobl dre pardon eus o fec'hedoù, 78 dre garantez trugarezus hon Doue; drezi, ar sav-heol eus an nec'h en deus hor gwelet, 79 evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv, hag evit ren hor c'hammedoù e hent ar peoc'h.

John 1:14

14 Hag ar Ger a zo bet graet kig, hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c'hloar, ur gloar evel hini Mab nemetañ an Tad.

John 5:45

45 Na soñjit ket eo me ho tamallo dirak an Tad; Moizez, an hini a esperit ennañ, eo an hini ho tamallo.

John 7:19

19 N'en deus ket Moizez roet al lezenn deoc'h? Hag hini ac'hanoc'h ne vir anezhi. Perak e klaskit va lazhañ?

John 8:32

32 Anavezout a reot ar wirionez, hag ar wirionez ho tizereo.

John 9:29

29 Ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez, met evit hemañ, n'ouzomp ket a-belec'h eo.

John 14:6

6 Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez; den ne zeu d'an Tad, nemet drezon.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.