John 15:15 Cross References - Breton

15 N'ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kervel a ran mignoned, abalamour ma em eus roet deoc'h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.

Matthew 13:11

11 Jezuz a respontas dezho: Dre ma'z eo roet deoc'h-hu da anavezout traoù kuzhet rouantelezh an neñvoù, ha ma n'eo ket roet kement-se dezho.

Luke 10:23

23 Hag, o tistreiñ ouzh e ziskibien, e lavaras dezho, a-du: Eürus eo an daoulagad a wel ar pezh a welit!

John 4:19

19 Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, gwelout a ran out ur profed.

John 8:26

26 Kalz a draoù am eus da lavarout ac'hanoc'h ha da varn ennoc'h; met an hini en deus va c'haset a zo gwirion, hag ar pezh am eus klevet digantañ, a lavaran d'ar bed.

John 12:26

26 Mar servij unan bennak ac'hanon, ra zeuio war va lerc'h; hag e-lec'h ma vin, eno e vo ivez va servijer; ha mar servij unan bennak ac'hanon, an Tad a enoro anezhañ.

John 13:16

16 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr, nag an hini kaset brasoc'h eget an hini en deus e gaset.

John 15:20

20 Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc'h: Ar mevel n'eo ket brasoc'h eget e vestr. Mar o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac'hanoc'h; mar o deus miret va ger, e virint ivez hoc'h hini.

John 17:6-8

6 Disklêriet em eus da anv d'an dud ac'h eus roet din eus ar bed; dit e oant, hag ec'h eus o roet din, hag o deus miret da c'her. 7 Anavezet o deus bremañ penaos kement ac'h eus roet din a zeu ac'hanout. 8 Rak roet em eus dezho ar gerioù ac'h eus roet din, hag o deus o degemeret, hag o deus anavezet e gwirionez on deuet ac'hanout, hag o deus kredet ec'h eus va c'haset.

John 17:26

26 Hag em eus roet da anavezout dezho da anv, hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac'h eus bet evidon, ha ma vin ivez enno.

John 20:17

17 Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad; met kae da gavout va breudeur, ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, hag etrezek va Doue hag ho Toue.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.