John 14:12 Cross References - Breton

12 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: An hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc'h c'hoazh eget ar re-mañ, abalamour ma'z an da gavout va Zad.

Matthew 21:21

21 Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec'h ket, n'eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d'ar wezenn-fiez e rajec'h, met pa lavarjec'h d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.

Mark 11:13

13 O welout a-bell ur wezenn-fiez he devoa delioù, ez eas evit gwelout hag-eñ e kavje un dra bennak enni; hag o vezañ tostaet, ne gavas nemet delioù, rak ne oa ket mare ar fiez.

Mark 16:17

17 Ha setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaoulien em anv; komz a raint yezhoù nevez;

Luke 10:17-19

17 An dek ha tri-ugent a zistroas gant levenez, o lavarout: Aotrou, zoken an diaoulien a zouj ac'hanomp ez anv. 18 Eñ a lavaras dezho: Me a wele Satan o kouezhañ eus an neñv evel ul luc'hedenn. 19 Setu, e roan deoc'h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c'hruged, ha war holl nerzhoù an enebour; ha netra ne c'hello noazout ouzhoc'h.

John 7:33

33 Setu perak Jezuz a lavaras dezho: Me a zo ganeoc'h c'hoazh evit un nebeut amzer, ha mont a ran da gavout an hini en deus va c'haset;

John 7:39

39 Met eñ a lavare kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ; rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c'hoazh roet, abalamour na oa ket bet c'hoazh roet da Jezuz e c'hloar.

John 14:28

28 Klevet hoc'h eus em eus lavaret deoc'h: Mont a ran kuit, hag e tistroan davedoc'h. Mar karjec'h ac'hanon, ho pije levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad; rak va Zad a zo brasoc'h egedon.

John 16:7

7 Koulskoude, me a lavar deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit; rak ma ne dan ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout; met mar dan kuit, me a gaso anezhañ deoc'h.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.