John 13:34 Cross References - Breton

34 Reiñ a ran deoc'h ur gourc'hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile; evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.

John 15:12-13

12 Va gourc'hemenn eo, ma en em garot an eil egile, evel ma em eus ho karet. 13 Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.

John 15:17

17 Ar pezh a c'hourc'hemennan deoc'h eo ma en em garot an eil egile.

John 17:21

21 evit ma vint holl unan, evel ma'z out ennon o Tad, hag evel ma'z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed eo te ac'h eus va c'haset.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.