Hebrews 9:27 Cross References - Breton
Matthew 25:31-46
31 Pa zeuio Mab an den en e c'hloar, gant an holl aeled, ec'h azezo war dron e c'hloar.
32 An holl bobloù a vo dastumet dirazañ, hag e tispartio an eil diouzh egile, evel ma tisparti ar mesaer an deñved diouzh ar bouc'hed.
33 Lakaat a raio an deñved a-zehou dezhañ, hag ar bouc'hed a-gleiz.
34 Neuze ar Roue a lavaro d'ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c'hwi a zo benniget gant va Zad, bezit perc'henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc'h adalek krouidigezh ar bed;
35 rak naon am eus bet, ha roet hoc'h eus din da zebriñ; sec'hed am eus bet, ha roet hoc'h eus din da evañ; diavaeziad on bet, ha va degemeret hoc'h eus;
36 en noazh e oan, ha va gwisket hoc'h eus; klañv e oan, ha deuet oc'h da'm gwelout; er prizon e oan, ha deuet oc'h da'm c'havout.
37 Neuze ar re reizh a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon hag hon eus roet dit da zebriñ, pe o kaout sec'hed hag hon eus roet dit da evañ?
38 Pegoulz hon eus da welet diavaeziad hag hon eus da zegemeret, pe en noazh hag hon eus da wisket?
39 Pegoulz hon eus da welet klañv, pe er prizon, hag hon eus deuet da'z kavout?
40 Hag ar Roue a responto dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma hoc'h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc'h eus graet an dra-se din.
41 Neuze e lavaro d'ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec'hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled;
42 rak naon am eus bet, ha n'hoc'h eus ket roet din da zebriñ; sec'hed am eus bet, ha n'hoc'h eus ket roet din da evañ;
43 diavaeziad on bet, ha n'hoc'h eus ket va degemeret; en noazh e oan, ha n'hoc'h eus ket va gwisket; klañv hag er prizon e oan, ha n'oc'h ket deuet da'm gwelout.
44 Neuze int a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon, pe sec'hed, diavaeziad, pe en noazh, klañv, pe er prizon, ha n'hon eus ket da sikouret?
45 Hag e responto dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma n'hoc'h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n'hoc'h eus ket graet an dra-se em c'heñver.
46 Hag ar re-mañ a yelo er c'hastiz peurbadus, met ar re reizh er vuhez peurbadus.
John 5:26-29
26 Rak, evel m'en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d'ar Mab ar galloud da gaout ar vuhez ennañ e-unan,
27 hag roet en deus dezhañ ar galloud da varn, abalamour ma'z eo Mab an den.
28 Na vezit ket eta souezhet a gement-se; rak dont a ra an eur ma klevo e vouezh an holl re a zo er bezioù, ha ma'z aint er-maez:
29 ar re o devo graet mat, en adsavidigezh a vuhez; hag ar re o devo graet fall, en adsavidigezh a varn.