Hebrews 6:6 Cross References - Breton
Matthew 19:26
26 Jezuz o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo-se d'an dud, met pep tra a zo posupl da Zoue.
Matthew 23:31-32
Matthew 27:38-44
38 Neuze e voe kroazstaget gantañ daou laer, unan a-zehou, hag egile a-gleiz dezhañ.
39 Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn,
40 hag o lavarout: He! Te, an hini a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan! Mar dout Mab Doue, diskenn eus ar groaz!
41 Evel-se ivez, ar veleien vras, gant ar skribed hag an henaourien, a lavare, en ur c'hoapaat:
42 Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan! Mar deo roue Israel, ra ziskenno bremañ eus ar groaz, hag e kredimp ennañ!
43 En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezhañ bremañ, mar en em blij ennañ; rak lavaret en deus: Mab Doue on!
44 Al laeron ivez, a oa kroazstaget gantañ, a rae dezhañ an hevelep rebechoù.
Mark 15:29-32
29 Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn, hag o lavarout: He! Te, an hini a ziskar an templ hag en adsav e tri deiz,
30 en em savete da-unan, ha diskenn eus ar groaz!
31 Evel-se ivez, ar veleien vras, gant ar skribed, a lavare etrezo, en ur c'hoapaat: Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan!
32 Ra ziskenno ar C'hrist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d'e welout, ha ma kredimp! Hag ar re a oa staget ouzh ar groaz gantañ, a lavare ivez dismegañsoù dezhañ.
Luke 11:48
48 C'hwi a zo eta an testoù hag ar c'henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tadoù, rak int o deus lazhet ar brofeded, ha c'hwi a sav o bezioù.
Luke 23:35-39
35 Ar bobl en em zalc'he eno, hag a selle. Mistri ar vro hag ar bobl a rae goap anezhañ, o lavarout: Saveteet en deus ar re all, ra en em saveteo e-unan, mar deo ar C'hrist, an hini dibabet gant Doue!
36 Ar soudarded ivez, o tostaat evit kinnig gwinegr dezhañ, a rae goap outañ,
37 o lavarout: Mar dout roue ar Yuzevien, en em savete da-unan.
38 Ha bez' e oa a-us d'e benn ar skrid-mañ, [e gresianeg, e latin hag en hebraeg]: HEMAÑ EO ROUE AR YUZEVIEN.
39 Unan eus an dorfedourien a oa kroazstaget a zismegañse ivez anezhañ, o lavarout: Mar dout ar C'hrist, en em savete da-unan, ha ni ivez.