Ephesians 6 Cross References - Breton

Luke 2:51

51 Mont a reas neuze ganto hag e teuas da Nazared, hag e touje dezho. E vamm a vire an holl draoù-se en he c'halon.

Matthew 15:4-6

4 Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv; 5 met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo ur prof da Zoue, 6 n'eo ket dalc'het da enoriñ e dad pe e vamm. C'hwi a gas da netra ger Doue gant ho hengoun.

Mark 7:9-13

9 Lavarout a reas dezho c'hoazh: Gwall-vat e torrit gourc'hemenn Doue evit mirout an hengoun; 10 rak Moizez en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv; 11 met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo Korban, da lavarout eo ur prof da Zoue, 12 ne lezit ket anezhañ d'ober netra ken evit e dad pe e vamm, 13 o kas da netra ger Doue gant ho hengoun hoc'h eus graet; ha kalz a draoù all a rit evel-se.

Matthew 6:22

22 Al lagad eo lamp ar c'horf; mar deo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo sklêrijennet;

Matthew 6:24

24 Den ebet ne c'hell servijañ daou vestr; rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon.

Matthew 8:9

9 Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, met dindanon em eus soudarded, hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a, d'egile: Deus! Hag e teu, ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.

Matthew 7:21

21 Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n'aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.

Matthew 12:50

50 Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.

Matthew 5:12

12 En em laouenait, ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded hag a zo bet araozoc'h.

Matthew 6:1

1 Lakait evezh na rafec'h ho madoberoù dirak an dud, evit bezañ gwelet ganto; rak n'ho po ket a c'hopr digant ho Tad a zo en neñvoù.

Matthew 6:4

4 evit ma vo da aluzen graet e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl].

Matthew 10:41-42

41 An neb a zegemer ur profed en anv a brofed, en devo ur gopr a brofed; an neb a zegemer un den reizh en anv a zen reizh, en devo ur gopr a zen reizh. 42 Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma'z eo va diskibl, en lavaran deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr.

Matthew 16:27

27 Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled; ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.

Luke 6:35

35 Met karit hoc'h enebourien, grit vad, ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c'hwi a vo bugale an Uhelañ-Meurbet, abalamour ma'z eo mat e-keñver ar re dizanaoudek hag ar re fall.

Luke 14:14

14 Hag e vi eürus dre ma ne c'hellont ket e rentañ dit, rak te az po ar pae en adsavidigezh ar re reizh.

Matthew 7:12

12 Kement tra a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez anezhañ dezho; rak-se eo al lezenn hag ar brofeded.

Matthew 22:8

8 Neuze e lavaras d'e vevelien: An eured a zo prest, met ar re a oa bet pedet dezhi ne oant ket din anezhi.

Matthew 22:10

10 E vevelien, o vezañ aet dre an hentoù, a zastumas kement a gavjont, mat ha fall, ha sal an eured a voe leuniet gant tud ouzh taol.

Matthew 24:48

48 Met, mar deo drouk ar mevel-se, ha ma lavar en e galon: Va aotrou a zale da zont en-dro,

Matthew 24:51

51 hag e tispenno anezhañ, hag e roio dezhañ e lod gant ar bilpouzed; eno eo, e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.

Luke 6:31

31 Ar pezh a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez anezhañ dezho.

Luke 12:45-46

45 Met mar lavar ar merour-se en e galon: Va mestr a zale da zont; ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriñ, da evañ, ha d'en em vezviñ, 46 mestr a merer-se a zeuio en deiz na c'hortoz ket, hag en eur na oar ket, e tilamo anezhañ, hag e roio dezhañ e lod gant ar re disleal.

John 13:13

13 Va c'hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit, rak bez' ez on.

Mark 13:22

22 Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo; hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ memes ar re dibabet, ma vije gallet.

Luke 14:29-31

29 gant aon, goude bezañ lakaet an diazez, na c'hellfe ket e echuiñ, ha na zeufe an holl re en gwelje d'ober goap anezhañ, 30 ha da lavarout: An den-mañ a zo en em lakaet da sevel un tour, ha n'en deus ket gallet e echuiñ! 31 Pe, piv eo ar roue, o vont en hent evit ober brezel d'ur roue all, ne azez ket da gentañ, ha n'en em c'houlenn ket e-unan hag eñ a c'hell gant dek mil den mont da ziaraogiñ an hini a zeu a-enep dezhañ gant ugent mil?

Matthew 16:17

17 Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon, mab Jona, rak n'eo ket ar c'hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.

Luke 13:24

24 Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh; rak, me a lavar deoc'h, penaos kalz a glasko mont e-barzh ha ne c'hellint ket.

Luke 22:53

53 Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n'hoc'h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmañ eo hoc'h eur, ha galloud an deñvalijenn.

John 12:31

31 Bremañ en em ra barnedigezh ar bed-mañ; bremañ priñs ar bed-mañ a vo taolet er-maez.

John 14:30

30 Ne gomzin ken kalz ganeoc'h, rak priñs ar bed-mañ a zeu; ha n'en deus netra ennon.

John 16:11

11 a varnedigezh, abalamour priñs ar bed-mañ a zo dija barnet.

Luke 8:13

13 Ar re a zo war al lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, hag e zegemer gant joa; met n'o deus ket a wrizienn ha ne gredont nemet ur pennad; pa zeu an temptadur, e tec'hont kuit.

Luke 21:36

36 Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec'hout diouzh an holl draoù a dle c'hoarvezout, ha da chom dirak Mab an den.

Luke 12:35

35 Ra vo ho tivgroazell gourizet, hag ho lampoù war enaou,

Luke 15:22

22 Met an tad a lavaras d'e vevelien: degasit ar sae gaerañ, hag he gwiskit dezhañ; lakait ur walenn war e viz, ha botoù en e dreid.

Matthew 4:4

4 Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, met gant pep ger a zeu eus genou Doue.

Matthew 4:7

7 Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo ivez: Na dempti ket an Aotrou da Zoue.

Matthew 4:10-11

10 Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ. 11 Neuze an diaoul en lezas; ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ.

Matthew 15:25-28

25 Met hi a zeuas, hag en em stouas dirazañ, o lavarout: Aotrou, sikour ac'hanon! 26 Respont a reas: N'eo ket mat kemer bara ar vugale, hag e deurel d'ar chas bihan. 27 Gwir eo Aotrou, emezi, met ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouezh eus taol o mestroù. 28 Neuze Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c'hoantaez. Hag en eur-se memes, he merc'h a voe yac'haet.

Matthew 26:41

41 Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur; ar spered a zo buan, met ar c'hig a zo dinerzh.

Mark 13:33

33 Bezit war evezh, chomit dihun ha pedit; rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio an amzer-se.

Mark 14:38

38 Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur; ar spered a zo buan, met ar c'hig a zo dinerzh.

Luke 3:26

26 mab Maaz, mab Mataziaz, mab Semein, mab Jozef, mab Juda,

Luke 3:37

37 mab Matuzala, mab Enoc'h, mab Jared, mab Maleleel, mab Kainan,

Luke 11:5-8

5 Neuze e lavaras dezho: Mar en defe unan ac'hanoc'h ur mignon hag a zeufe d'e gavout da hanternoz da lavarout dezhañ: Va mignon, prest din tri bara, 6 rak ur mignon din, o veajiñ, a zo deuet da'm zi, ha ne'm eus netra da ginnig dezhañ; 7 ha mar respontfe dezhañ an den a zo en e di: Na dregas ket ac'hanon, va dor a zo prennet ha va bugale a zo ganin em gwele, ne c'hellan ket sevel evit o reiñ dit! 8 Me a lavar deoc'h, pa ne savfe ket da reiñ dezhañ abalamour ma'z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d'e dregaserezh, hag e rofe dezhañ kement hag en defe ezhomm.

Luke 18:1-8

1 Jezuz a lavaras ivez dezho ar barabolenn-mañ, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred, hag hep skuizhañ. 2 Bez' e oa en ur gêr ur barner na zouje ket Doue, ha n'en devoa respet ebet evit den. 3 Bez' e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeue d'e gavout, o lavarout: Gra din reizh diouzh va enebour. 4 E-pad pell amzer ne c'hoantaas ober netra. Koulskoude e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue, ha na'm eus respet ebet evit den, 5 koulskoude, dre ma teu an intañvez-mañ da skuizhañ ac'hanon, e rin reizh dezhi, gant aon na gendalc'hfe da derriñ din va fenn. 6 Hag an Aotrou a lavaras: Selaouit ar pezh a lavar ar barner disleal-se. 7 Doue, ha ne raio ket reizh d'e re dibabet a gri dezhañ noz-deiz, hag e taleo en o c'heñver? 8 Me a lavar deoc'h, e raio reizh dezho prest. Met pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar?

Luke 22:46

46 hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.

Matthew 10:27-28

27 Ar pezh a lavaran deoc'h en deñvalijenn, lavarit-eñ er sklêrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc'h e pleg ho skouarn, prezegit-eñ war an toennoù. 28 N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha ne c'hellont ket lazhañ an ene; doujit kentoc'h an hini a c'hell lakaat an ene hag ar c'horf er gehenn.

John 14:27

27 Lezel a ran ganeoc'h ar peoc'h; reiñ a ran deoc'h va feoc'h; ne roan ket anezhi deoc'h evel ma ro ar bed. Na vezet ket ho kalon nec'het, na spontet.

Matthew 6:13

13 ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar evit kantvedoù ar c'hantvedoù. Amen!

Matthew 22:37

37 Jezuz a respontas dezhañ: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, hag eus da holl soñj.

Matthew 28:20

20 hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc'hemennet deoc'h; ha setu, emaon ganeoc'h bemdez betek fin ar bed. [Amen.]

John 21:15-17

15 Goude m'o devoa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon, mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ? Pêr a respontas: Ya, Aotrou, gouzout a rez penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va oaned. 16 Lavarout a reas dezhañ un eil gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a respontas dezhañ: Ya, Aotrou, te a oar penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved. 17 Lavarout a reas dezhañ evit un deirvet gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a voe glac'haret eus m'en devoa goulennet digantañ evit an deirvet gwech: Va c'harout a rez? Met eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.