Ephesians 4:13 Cross References - Breton

Matthew 11:27

27 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut, nemet ar Mab, hag an hini e fell d'ar Mab e ziskuliañ dezhañ.

John 16:3

3 Ober a raint kement-se deoc'h, abalamour n'o deus ket anavezet na va Zad na me.

John 17:3

3 Hag ar vuhez peurbadus eo, ma'c'h anavezint ac'hanout, te, ar gwir Doue hepken, ha Jezuz-Krist, an hini ac'h eus kaset.

John 17:21

21 evit ma vint holl unan, evel ma'z out ennon o Tad, hag evel ma'z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed eo te ac'h eus va c'haset.

John 17:25-26

25 Tad gwirion, ar bed n'en deus ket anavezet ac'hanout; met me am eus anavezet ac'hanout, hag ar re-mañ o deus anavezet eo te ac'h eus va c'haset. 26 Hag em eus roet da anavezout dezho da anv, hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac'h eus bet evidon, ha ma vin ivez enno.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.