1 Peter 2:24 Cross References - Breton
Matthew 5:20
20 Rak, me a lavar deoc'h, ma ne da ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n'antreot ket e rouantelezh an neñvoù.
Matthew 8:17
17 evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac'hagnoù, ha douget en deus hor c'hleñvedoù.
Matthew 27:26
26 Neuze e laoskas dezho Barrabaz; ha goude bezañ lakaet skourjezañ Jezuz, en lakaas etre o daouarn evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Mark 15:15
15 Pilat eta, o c'hoantaat plijout d'ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz; ha goude bezañ lakaet skourjezañ Jezuz, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Luke 1:74-75
Luke 4:18
18 Spered an Aotrou a zo warnon; abalamour da-se en deus va eouliet evit prezeg an Aviel d'ar beorien; [kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret,] evit embann an dasprenadur d'ar re dalc'het, ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas er frankiz ar re gwasket,
John 1:29
29 An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout, hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam pec'hed ar bed.
John 19:1
1 Pilat eta a gemeras Jezuz, hag a lakaas anezhañ da vezañ skourjezet.